TRI BLEIZ DE AR GORRIGANED LYRICS

 
(Distro ar paour-kaezh lonker)

Da c'houloù-deiz
Miloù poan en e revr 'oa 'tont en-dro d'ar gêr
O vont gant e hent
E kavas ur skipailh a gorriganed
Ar gorriganed
'oa o pediñ anezhañ da vont war o heul
En ur ganañ
Hag en ur zañsal en ur c'helc'h en-dro dezhañ

"Miloù deus ganeomp
Da zañsal en noazh 'ba' 'r c'hoadoù !"
"Dañsal ganeoc'h
Ne rin ket lutuned ludig brein !"
Met n'en deus ket bet 'r choaz

Hag o tañsal
Gant e vignoned nevez laouen en o-zouez
Miloù 'sante
Ar garantez 'c'h 'ont 'barzh dre e holl doulloù

Ha pa savas
Al loar-gann a-us d'ar c'hoadoù
Miloù 'guitaas
E vignoned ar gorriganed
Rejouiset e galon