TRI BLEIZ DE AR BLEIZ, AL LOUARN HAG AR... LYRICS
An deiz arall e oan bet da welout ma hini karet
'vit goulenn diganti ma dimeziñ
Flastret am eus ur gaerell pa oa-hi o treuziñ an hent
Hep teurel pled d'an dremenidi
'vel ur peul war vord an hent, sac'het ma c'harr,
Pa oan o varsoñjal ma c'hasoni
Er prad amezek e oa kazeg Michao hag he bouch
O sellout ouzhin en ur vousc'hoarziñ
Dont a raio ar goañv
Dont a raio ar goañv, paotred
Met biken ne glevoc'h ket mui
Ar gaerell o kanañ
Ar gaerell o kanañ
Trawalc'h hon eus klevet anezhi
An deiz war-lerc'h e oan bet da welout ma hini karet
Evit profañ bleunioù dezhi
Friket am eus ul louarn pa oa-eñ o redek war-lerc'h ur yar
Hep teurel pled d'an dremenidi
'vel ur peul war vord an hent, sac'het ma c'harr,
Pa oan o varsoñjal ma c'hasoni
Er prad amezek e oa kazeg Michao hag he bouch
O sellout ouzhin en ur vousc'hoarziñ
Dont a raio ar goañv
Dont a raio ar goañv, paotred
Met biken ne glevoc'h ket mui
Ar c'hozh louarn brein o kanañ
Ar c'hozh louarn brein o kanañ
Trawalc'h hon eus klevet anezhañ
An eilantronoz e oan o klask adwelout ma hini karet
Evit ma digareziñ
Kaset am eus ur bleiz d'ar c'hleuz pa oa-eñ o c'hoari biz-meud
Hep teurel pled d'an dremenidi
'vel ur peul war vord an hent, sac'het ma c'harr,
Pa oan o varsoñjal ma c'hasoni
Er prad amezek e oa kazeg Michao hag he bouch
O sellout ouzhin en ur vousc'hoarziñ
Dont a raio ar goañv
Dont a raio ar goañv, paotred
Met biken ne glevoc'h ket mui
Ar c'hozh bleiz fall o kanañ
Ar c'hozh bleiz fall o kanañ
Trawalc'h hon eus klevet anezhañ.
TRI BLEIZ DE AR BLEIZ, AL LOUARN HAG AR... lyrics are property and copyright of their owners and are provided for educational purposes and personal use only.